Banniel Etiopia
| ||
Kenfeurioù: | 1:2 | |
Kod bannielouriezh | ||
Anv (pe lesanv): | ||
Degemeret e | 1897; doare a-vremañ abaoe 1996 | |
Livioù |
Banniel Etiopia eo banniel broadel Etiopia abaoe ar 6 a viz C'hwevrer 1996.
E livioù (gwer, melen, ruz) eo ar memes re hag a voe implijet war banniel 1897 gant an impalaer Menelik II. Adkemeret eo bet al livioù-se gant al luskad Rastafari. Adkavet e vezont war meur a vanniel broadel eus Stadoù all Afrika (banniel Benin, banniel Burkina Faso, banniel Ginea...), ha lavaret e vez ez int al livioù panafrikan (pe hollafrikan), peogwir e oa Etiopia ar vro nemeti chomet dizalc'h er c'hevandir. Arouez an douar hag ar spi eo ar gwer, hini ar peoc'h eo ar melen ha hini an nerzh eo ar ruz.
E-kreiz ar banniel ez eus ur steredenn velen en ur gantenn c'hlas, arouez an unvaniezh hag al liesseurted.
Bannieloù all
kemmañ-
Banniel gant Leon Judaz (1897-1975).
-
Banniel ofisiel da vare an Derg (1975-1987), gwelet aliesoc'h eget an hini gant an ardamez.
-
Banniel ar Stad da vare an Derg (1975-1987).
-
Banniel Republik pobl Etiopia (1987-1991).
-
Banniel Etiopia (1991-1996). Heñvel ouzh hini ar c'houlz 1975-1987, gant kenfeurioù all (1:2).