Livioù panafrikan
Graet e vez livioù panafrikan (pe livioù hollafrikan) eus div reizhiad triliv. Kavet e vezont war bannieloù met ivez evit traoù all. An hini boasañ eo an triliv gwer, melen, ha ruz, diwar livioù banniel Etiopia, met ivez an triliv du, ruz, ha gwer, bet ganet e-touez ar re zu er Stadoù-Unanet.
Ar gwer, melen, ruz
kemmañDeuet eo diwar banniel hengounel Etiopia, d'ar mare ma oa-hi ar vro nemeti chomet dizalc'h en Afrika, hag ivez dre m'he doa stourmet kalonek a-enep aloubidigezh er vro gant Italia faskour. Adkemeret eo bet gant al luskad Rastafari ivez. Pa oa an didrevadenniñ gant e hent, e kemeras kalzik a vroioù, dreist-holl e kornaoueg Afrika, gant Ghana da gentañ penn e 1958, ar vro gentañ deuet da vezañ dizalc'h. Broioù 'zo er-maez eus Afrika o deus kemeret al livioù-se ivez, evel broioù eus Amerika (en Antilhez dreist-holl), pa oa kalzik a dud a-orin eus Afrika eno (diskennidi sklaved).
Daoust ma ne oa displegadur ebet da gentañ gant al livioù-se da vare banniel kentañ Etiopia, e tispleger dre vras an traoù evel-henn: 1. ar gwer evit pinvidigezh an natur, an douaroù hag ar c'hoadeier; 2. ar melen evit pinvidigezh labour an dud, an heol hag an dezerzhoù hag ar savanennoù; 3. ar ruz evit gwad an dud o deus stourmet evit ar frankiz.
Livioù UNIA
kemmañUn triliv all, bet degaset gant an UNIA-ACL (Universal Negro Improvement Association and African Communities League), gant al livioù ruz, du ha gwer. Aroueziañ a ra al liv du an dud du, ar ruz ar gwad hag a ra unaniezh an holl re o deus hendadoù afrikan, hag ar gwer pinvidigezh natur Afrika. Diskouezet e oa bet evit ar wech kentañ d’an 13 a viz Eost 1920 e New York.
Bannieloù gwer, melen, ha ruz
kemmañBannieloù bet pe a-vremañ
kemmañ-
Banniel Benin
(1959-1975; 1990-bremañ) -
Banniel Burkina Faso
(1984-bremañ) -
Banniel Etiopia
(1897-bremañ) -
Banniel Ghana
(1957-1964; 1966-bremañ) -
Banniel Ginea
(1958-bremañ) -
Banniel Ginea-Bissau
(1973-bremañ) -
Banniel Kameroun
(1957/1975-bremañ) -
Banniel Kab Glas
(1975-1992) -
Banniel Republik Kongo
(1958-1970; 1991-bremañ) -
Banniel Mali
(1961-bremañ) -
Banniel La Réunion (broadelourien)
kinnig (2008-bremañ) -
Banniel Rwanda
(1962-2001) -
Banniel São Tomé e Príncipe
(1975-bremañ) -
Banniel Senegal
(1960-bremañ) -
Banniel Togo
(1960-bremañ) -
Banniel Zimbabwe
(1980-bremañ)
Gant livioù ouzhpenn
kemmañ-
Banniel ar Republik Kreizafrikan
(1958-bremañ)
-
Banniel Moris
(1968-bremañ)
-
Banniel Mozambik
(1983-bremañ)
E-maez Afrika
kemmañNotenn: Broioù 'zo a c'hall kaout al livioù-se ivez, evel Lituania, Bolivia pe Myanmar, hep na ve tra da welet.
Banniel ruz, du ha gwer
kemmañBannieloù en Afrika
kemmañ-
Banniel Azawad
(2012)
-
Banniel Biafra
(1967–1970)
-
Banniel Kenya
(1963–bremañ)
-
Banniel Malawi
(2010–bremañ)
-
Banniel Soudan ar Su
(2005–bremañ)
-
Zimbabwe Rhodesia
(1979)
E-maez Afrika
kemmañ-
Banniel Martinik
(e-tro 1970–bremañ)
-
Banniel Saint Kitts ha Nevis
(1978–bremañ
Notenn: Broioù 'zo a c'hall kaout al livioù-se ivez, evel Afghanistan, Libia pe broadelourien Karelia, hep na ve tra da welet. Gwelet ivez livioù panarab.
Notennoù
kemmañ