Banniel Martinik, ur vro dramor stag ouzh Bro-C'hall, zo warnañ un tric'horn ruz ha div vandenn a-led, gwer ha du. Degemeret eo bet da vanniel ofisiel d'an 2 a viz C'hwevrer 2023, dre ur vot gant dilennidi Bodadenn Martinik. An triliv gall zo ofisiel er vro ivez.

Banniel Martinik
"Banniel an naeron", implijet gwechall er vro
Ar banniel savet e 2019 evit strollegezh Martinik

Meur a vanniel zo bet implijet evit aroueziañ Martinik.

"Banniel an naeron" zo glas gant ur groaz wenn hag un naer wenn e pep karter. Bothrops lanceolatus, un naer hag a gaver en enezenn, eo a zo treset evel-se. Implijet e veze an arouez-se war lifreoù an archerien ha war lod eus savadurioù ofisiel ar vro.

Eus 1766 e vefe an arouez-se : en amzer-hont e veze implijet da bavilhon gant listri gall Martinik. Ne blij ket nemeur ar banniel-se d'an dud bremañ, rak gant al listri-se e veze kemeret perzh e kenwerzh ar sklaved[1]. E dibenn 2018 e oa bet dilezet gant an archerien[2].

Ur banniel all, ruz, gwer ha du, zo bet implijet muioc'h-mui, abaoe eil hanterenn an XXvet kantved. Implijet e veze gant an holl luskadoù broadelour, war-bouez ar Mouvement Indépendantiste Martiniquais (MIM).

Implijet e vefe bet al livioù-se kerkent hag an emsavadegoù sklaved kentañ e 1665, e 1801 hag e 1870. Adimplijet e voent gant ar strolladoù dizalc'hour er bloavezhioù 1960 ha 1970. Talvezout a ra al liv ruz da aroueziañ ar vuhez hag ar sokialouriezh, al liv du da aroueziañ stourm ar re zu, hag al liv gwer, an douar hag ar beizanted. Bez' ez int ivez livioù hag a gaver e kalz bannieloù eus Afrika. Deuet eo ar banniel-se da vezañ arouez an darn vrasañ eus ar strolladoù dizalc'hour ha broadelour e Martinik bremañ. Implijet e vez en holl vanifestadegoù ha lakaet eo bet ouzh an tiez-kêr ivez[3].

E deroù an XXIvet kantved, melestradurezh Martinik, renet gant Alfred Marie-Jeanne eus ar MIM, en deus kinniget e vije treset ur banniel nevez da aroueziañ ar vro, e-lec'h "banniel an naeron"[4],[5]. Met ar banniel choazet evel-se e 2019 n'eo ket bet degemeret gwall vat gant an holl dud[6],[7]. Choazet e oa bet dre un enklask e-touez an dud, war atiz prezidant strollegezh Martinik. Gant lez-varn ar velestradurezh e oa bet nullet ar choaz-se. A-benn ar fin ez eo banniel triliv ar vroadelourien a zo bet lakaet da arouez ofisiel Martinik gant an dilennidi e deroù 2023.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ