Livioù panarab
Al livioù panarab (pe livioù hollarab) eo ar ruz, an du, ar gwenn hag ar gwer, deuet diwar banniel emsavadeg arab 1916-1918. Kavet e vezont en ul lodenn vat eus bannieloù ar broioù arab.
- Ar ruz a zeufe eus "tiegezh hachemit" Mohammad.
- An du a vefe evit Abbasided Baghdad (750-1258).
- Ar gwenn a vefe evit Fatimided Kaero (969-1171).
- Ar gwer a vefe evit Omeyyaded Damask (661-750).
Ar banniel gant bandennoù a-led ruz, gwenn, du (evel hini Egipt) a vez graet "Banniel an Dieubidigezh Arab" pe Banniel ar Reveulzi Arab anezhañ, ha lakaet eo bet da ziazez meur a republik, ha disteroc'h e vez plas ar gwer enno.
Bannieloù
kemmañ-
Republik Arab Unanet
(1958–1961) -
Egipt
(1984-bremañ) -
Emirelezhioù Arab Unanet
(1971-bremañ) -
Rouantelezh Iraq
(1921–1959) -
Republik Iraq
(1959–1963) -
Iraq
(1963–1991) -
Iraq
(2008-bremañ) -
Jordania
(1920-bremañ) -
Koweit
(1961-bremañ) -
Libia
(1969–1972) -
Palestina
(1964-bremañ) -
Republik Demokratel Arab Sahraoui
(1976-bremañ) -
Siria
(1932–1958 ha 1961–1963) (implijet bremañ gant enebourien ar renad) -
Siria
(1980–bremañ) -
Somaliland
(1996–bremañ) -
Soudan
(1970–bremañ) -
Republik Arab Yemen
(1962–1990) -
Rep. Dem. Pobl. Yemen
(1967–1990) -
Yemen
(1990–bremañ)