Banniel Niger
Banniel Niger eo banniel broadel Bro-Niger. Un triliv a-led eo, orañjez, gwenn ha gwer, gant ur ront orañjez e-kreiz. Diskouez a ra ar vandenn orañjez dezerzhioù norzh ar vro hag ar vandenn wer lodenn strujus su ar vro treuzet gant ar Stêr Niger aroueziet gant ar vandenn wenn. Ar ront kreiz eo an heol a sked war ar vro. Divoas eo ar c'henfeurioù 6:7, tost karrez.
Banniel Niger | |
---|---|
Kenfeurioù | 6:7 |
Kod bannielouriezh | Banniel broadel evit pep degouezh |
Staliadur | 23 a viz Du 1959 |
Livioù |
Bannieloù kar
kemmañ- Gwall dost da hini India eo da welet.
- Ar memes livioù en deus ha banniel Aod an Olifant, ur vro hag a oa ivez en Afrika ar C'hornaoueg C'hall.