Banniel Norvegia
| ||
Kenfeurioù | 8:11 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel sivil douar ha mor | |
Anv (pe lesanv) | ||
Degemeret e | 1821 (13/07/1801) | |
Livioù |
Banniel Norvegia zo ruz gant ur groaz c’hlas bevennet gant liv gwenn. Div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, d’ar wern ma vez staget ar banniel.
Betek 1814 e veze implijet banniel Danmark e Norvegia, peogwir e oa unanet Norvegia ha Danmark. Kinniget e voe tres ar banniel zo bremañ e 1821, gant Fredrik Meltzer, kannad er Storting (parlamant). Banniel Danmark e oa diazez ar banniel nevez, gant liv glas ouzhpenn, amprestet digant banniel Sveden moarvat. Soñjal a c’haller ivez e voe levezonet gant al livioù implijet war bannieloù Bro-C'hall, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet, pa oant arouezioù an demokratelezh en amzer-se. En deroù ne voe implijet ar banniel nevez nemet war vor, gant ar bigi. Etre 1844 ha 1899 e voe implijet ur banniel all er vro, warnañ livioù Sveden ha Norvegia mesket er c’horn uhelañ kleiz, dre ma oa unanet Sveden ha Norvegia dindan ur roue hepken. Adkroget e voe da implijout banniel Fredrik Meltzer e 1899. Hag e 1905, pa zeuas Norvegia da vezañ distag diouzh Sveden, e voe adlakaet banniel broadel Norvegia en implij da vat hag e pep lec’h.