Banniel Polonia
| ||
Kenfeurioù | 5:8 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel douar | |
| ||
Kenfeurioù | 5:8 | |
Kod bannielouriezh |
Banniel sivil ha gouarnamant douar ha mor | |
Degemeret d'an | 01/08/1919 evit an doare diazez; 1990 evit an doare a-vremañ | |
Livioù |
Banniel Polonia zo ur banniel daou liv a-led, gwenn ha ruz.
War ar banniel a vez implijet da aroueziañ Polonia e-keñver an estrenvro (kannatioù, aerborzhioù...) ha war al listri er morioù etrebroadel, e weler ouzhpenn, war ar vandenn wenn, ardamez ar vro, un erer gwenn war ur skoed ruz.
Livioù banniel Polonia zo heñvel ouzh livioù ar skoed-ardamez-se : al liv gwenn a gaver en Erer gwenn hag al liv ruz a zeu eus maez ar skoed. Abaoe an XIIIvet kantved ez implijer al livioù-se da aroueziañ ar vro, abaoe ar mare ma voe dibabet un erer gwenn war ur skoed ruz da ardamez gant an tiegezh Piast.
Gant al livioù gwenn ha ruz e voe graet neuze e skoedoù, e bannieloù hag e gitonioù an armeoù. Pa voe adsavet stad dizalc’h Polonia, d’ar 1añ a viz Eost 1919, e voe dibabet ar banniel zo bremañ da vanniel ofisiel.
Devezh banniel Polonia a vez lidet bep bloaz d’an 2 a viz Mae.
Bannieloù all
kemmañ-
Banniel ar morlu
-
Banniel-staon ar morlu
-
Banniel an aervorlu
-
Astandard Prezidant ar Republik
Bannieloù kar o zres
kemmañBannieloù heñvel pe peuzheñvel
kemmañBannieloù Aostria-Uhel, Tirol ha Sutirol, Thüringen...