Banniel ar C'hab Glas

Banniel ar C'hab Glas eo banniel broadel ar C'hab Glas abaoe an 22 a viz Gwengolo 1992.

Banniel ar C'hab Glas,
Kenfeurioù: 2:3 (de facto)

Glas eo gant teir bandenn a-blaen gwenn-ruz-gwenn dindan linenn greiz ar banniel. Dek steredenn velen a ya d'ober ur c'helc'h en tu kleiz. Arouez ar Meurvor Atlantel hag an oabl eo ar glas, hini ar peoc'h eo ar gwenn ha hini ar striv eo ar ruz. Al linenn graet gant ar gwenn hag ar ruz a ziskouez hent ar sevel bro. Ar stered eo arouez dek enez pennañ ar vro.

Banniel kent kemmañ

 

Banniel ar Stad etre 1975 ha 1992, savet diwar hini ar PAIGC