Baptiste Giacobini
Ganet 9 a viz Du 1989
Marignane, Frañs
Micher(ioù) kaner, diskouezer-giz
Doare(où) sonerezh pop
Benveg(où) kan
Bloavezhioù oberiant 2000
Lec'hienn ofisiel http://baptiste-giabiconi.eu/

Baptiste Giabiconi zo ganet d'an 9 a viz Du 1989. A-orin eus Korsika eo, hogen ganet e Marignane. Bez ez eo un diskouezer-giz hag ur c'haner pop gall. Labourat a ra evit Chanel, Fendi ha Karl Lagerfeld.

Red micher

kemmañ
Diskouezer-giz
kemmañ

E 2007 e poz evit e gelaouenn gentañ, Têtu. E 2008 e kendalc'h gant Vogue evit meur a embannadur e meur a vro, Elle Italia, Purple Fashion, Grazia, Marie-Claire hag Envy... E 2010 e c'hoari gant Lara Stone evit film bruderezh Nijadenn deiz gant Karl Lagerfeld evit ar rummad dilhad merdeadenn Chanel 2012.

Kaner pop
kemmañ

E 2010 en doa graet e bazennoù kentañ e bed ar sonerezh. Kejet en doa gant Side Hajjaji hag aozet e albom elektro kentañ gantañ. D'an 09 a viz Kerzu 2010 e oa deuet e single Showtime er-maez.