Barbara Morgenstern

Barbara Morgenstern
Barbara Morgenstern war al leurenn e 2006

Ganet 19 a viz Meurzh 1971
Hagen
Micher(ioù) kan, sonerez
Doare(où) sonerezh elektronek
Benveg(où) mouezh, piano, gitar
Bloavezhioù oberiant 1990-2000
Label(ioù) Monika Enterprise
Lec'hienn ofisiel http://www.barbaramorgenstern.de

Barbara Morgenstern (19 a viz Meurzh 1971) e Hagen a zo ur sonerez alaman a son sonerezh elektronek.

He buhez kemmañ

Ganet e voe Barbara Morgenstern e Hagen. Lavarout a ra e teskas ar sonerezh hec'h-unan, koulskoude e heulias kentelioù seniñ gant ar piano pa oa bugel, hag ivez kentelioù sonerezh jazz e skol-sonerezh Hagen. Goude kemer perzh en ur strollad sonerien ha goude echuiñ gant he studioù e lise Ernst Meister e Hagen-Haspe e tivizas stagañ da vat gant ar seniñ e 1991.

Etre 1992 ha 1994 edo o chom e Hamburg ma savas tonioù ha ma kemeras perzh en ur strollad ma kane a cappella. E-pad c'hwec'h sizhunvezh e heulias kentelioù sonerezh pobl e Hamburg Hochschule. E 1994 e tilojas da Verlin ma sonas gant kenaozerien en ur strollad. Diwar 1996 e tivizas seniñ hec'h-unan.

E penn-kentañ 1997 e lakaas embann ar c'hasedig Enter The Party gant al label Haufrau Im Schacht krouet gant Florian Dietz (lesanvet Jo Tabu). Er memes bloavezh e savas ar bladenn EP Plastikreport, kenbroduet gant Michael Mühlhaus. E-pad goañv 1998 e reas un droiad sonadegoù en Alamagn asambles gantañ ha gant Christian Obermaier. Goude-se ez ejont da seniñ da Aostria ha da Suis. Ha da-heul e teuas er-maez e fladenn gentañ, Vermona ET 6-1 he zitl, embannet gant Monika Enterprise. E 1999 e lakaas embann ur bladenn EP enni tonioù advesket, Fan No.1 he zitl.

Evit he fladenn Fjorden (2000) e kenlabouras gant Stefan Betke ha Robert Lippok (ezel eus To Rococo Rot). E 2001 e lakaas embann ar bladenn EP Eine Verabredung ha da-heul e sonas e Glasc'ho hag e Londrez. E 2002 e lakaas embann ur bladenn EP all, Seasons he zitl. Ne voe embannet nemet 500 skouerenn anezhi. Ur wech ouzhpenn e oa frouezh he c'henlabour gant Robert Lippok. Er memes bloavezh ec'h adveskas an ton This is the Dream of Evan and Chan savet gant DNTEL ma kemer perzh Ben Gibbard (hag eñ ezel eus Death Cab For Cutie). E 2003 e lakaas embann Nichts Muss. Evit ar bladenn-se e labouras gant Stefan Betke ha Thomas Fehlman. E 2005 e kenlabouras en-dro gant Robert Lippok hag e savjont ar bladenn Tesri.

E 2004 e voe pedet gant Goethe-Institut hag e reas 34 sonadeg er bed a-bezh asambles gant Maximilian Hecker. Kemer perzeh a reas e daou don eus ar bladenn Pick Up Sticks gant Bill Wells (2004). Kenlabourat a reas ivez gant Paul Wirkus ha Stefan Schneider evit o raktres September Collective. Lakaat a rejont embann ur bladenn anvet September Collective gant al label Geographic, hag a zo ur rann eus Domino Records renet gant Stephen Pastel (ezel eus Pastels). E 2006 e teuas er-maez he fladenn The Grass Is Always Greener.

Oberenn kemmañ

Pladennoù bras kemmañ

Pladennoù EP kemmañ

  • Enter The Partyzone (kasedig, 1997)
  • Plastikreport (1997)
  • Fan No.1 (1999)
  • Eine Verabredung (10" vinil, 2001)
  • Seasons (gant Robert Lippok, 2002)
  • Himmelmixe (2003)
  • Come To Berlin mixes (2008)

Liammoù diavaez kemmañ