Barbareta zo un enezenn en hanternoz Honduras, e kumun José Santos Guardiola, en Departamant Islas de la Bahía, er Mor Karib. 600 ha (pe 6 km2, pe 1200 devezh-arat) zo dindani, met ne oa nemet 16 den o chom enni hervez niveradeg 2012.

Hervez a voe embannet e 2007 e vije bet gwerzhet gant ur gompagnunezh eoul-maen d'ur Stadunanat. Daoust da se e lavar gouarnamant Honduras eo un dachenn miret ha repu evned.

Kartenn

kemmañ