Islas de la Bahía
Islas de la Bahía zo un enezeg e Republik Honduras hag unan eus an triwec'h departamant a zo er vro.
Islas de la Bahía | |
---|---|
Dont a ra an anv spagnolek Islas de la Bahía eus troidigezh an anv saoznek, Colony of the Bay Islands, roet gant ar Saozon e 1850.
An Inizi
kemmañIstor
kemmañGant Kristol Goulm e voe kavet an enezeg e-kerzh e bevare beaj, d'an 30 a viz Gouhere 1502. Evit lavaret resisoc'h e kavas Enez Guanaja, a anvas Isla de los Pinos. Poblet stank e oa an inizi gant an Amerindianed Payas da neuze. Tapet e voent, ha gwerzhet evel sklaved, ha kaset da Guba dreist-holl.