Guanaja zo un enezenn eus Honduras, er Mor Karib, en enezeg Islas de la Bahía, 12 km er reter da enez Roatán ha 70 km a-vaez da aod Honduras, er c'hreisteiz. 70 km² zo dindani, 17 km hed ha 4 km led d'ar muiañ.

Ganaja
16° 28′ 19″ N, 85° 52′ 38″ W

Guanaja eus an oabl

Aod Guanaja

An darn vrasañ eus ar 4 535 a enezidi zo o chom e Bonacca, ar pennlec'h, er gevred d'an enez. Div gumun all zo : Mangrove Bight ha Savannah Bight, en hanternoz.

Istor kemmañ

Adal 1742 e voe dalc'het gant ar Saozon ; e 1856 e tegouezhas gant Honduras.

Skeudennaoueg kemmañ

Liamm diavaez kemmañ