Barzh Broadel Kembre

Barzh Broadel Kembre (Bardd Cenedlaethol Cymru e kembraeg ; National Poet of Wales e saozneg) zo ur garg enorus a roer d'ur barzh, dibabet gant an aozadur Llenyddiaeth Cymru-Literature Wales da vezañ "kannad sevenadurel" Kembre.

Dibabet e vez an den gant ur bodad a zo ennañ dileuridi eus Eisteddfod Vroadel Kembre, Levraoueg Vroadel Kembre, rann ar sevenadur e Gouarnamant Kembre, Kuzul Arzoù Kembre hag aozadurioù all c'hoazh. Gant Kuzul Arzoù Kembre e vez arc'hantet an anvadur-se. Bloaz e pad respet ar Barzh Broadel, met gallout a ra bezañ astennet ur bloavezh all. Gortoz a reer digant ar barzh bezañ e servij "Kembre a-bezh" hag ober kement-se "dre an div yezh". Dieub eo ar Barzh Broadel da sevel barzhonegoù evel ma kar ha ne c'hortozer ket digantañ labourat evel ma rae barzhed lez an amzer wechall, nag evel Barzh Ofisiel ar Rouantelezh.

Barzhed Vroadel Kembre kemmañ

Liamm diavaez kemmañ