Battlestar Galactica (lestr-egor ijinet)


Battlestar Galactica zo ul lestr-egor brezel ijinet e bed ar stiradoù skinwel Battlestar Galactica.

Battlestar Galactica
fictional spacecraft, Battlestar (lestr-egor ijinet)
Present in workBattlestar Galactica Kemmañ
A denn da ved ar faltaziBattlestar Galactica universe Kemmañ
Media franchiseBattlestar Galactica Kemmañ
Battlestar Galactica
Ar Monitor Celestra

Deskrivadur
Kefridioù Lestr-egor hobregonet
Farder 12 Trevadenn
Ergrafer Dianav
Implijer kentañ Flodad trevadennel an 12 Trevadenn
Skouerennoù Dianav (120 dres a-raok an Holocaust)
Sturier(ien) William Adama

An 12 Trevadenn o deus bet savet tro 120 lestr-egor brezel doare Battlestar e-pad ar brezel mil bloaz a-enep ar robotoù Cylon, ar re-se o deus listri-egor brezel anvet "Basestars" (bazennoù loarel). Pep Battlestar a zo ezel ur strollad brezel hag a grog gant ar berradur "BSG".

Istor al lestr-brezel kemmañ

An 12 Trevadenn o deus bet savet ul lestr-egor brezel pep hini. Ar Galactica a zo bet savet gant pobl ar blanedenn Caprica, bourzhidi al lestr a zo a orin eus ar blanedenn-se evit darn anezho. Ar Battlestar Galactica a zo bet lañset 50 bloaz a-raok fin ar C'hentañ Brezel Cylon (ha pa grog ar film pilot). Al lestr-egor brezel nemetañ eo a chomas war-lerc'h tagadenn an Trevadennoù gant ar Cyloned betek distro ar Battlestar Pegasus. Kabiten al lestr Battlestar Galactica eo ar C'homandant Adama.

A-raok ma vefe distrujet an 12 Trevadenn e-pad Holokaost an trevadennoù, al listri-egor brezel evel ar Battlestar a oa listri pennañ flodadoù brezel niverennet. Pep flodad brezel a oa en e benn ur Battlestar gant ur C'homandant Battlestar e penn ar flodad. Ur flodad brezel diazez a oa 600 lestr-egor brezel ennañ, pep flodad a oa frank diouzh ar flodadoù all a-fet tachenn brezel.

Abaoe an Holokaost ez eo ar Battlestar Galactica al lestr-brezel nemetañ hag a chom (un nemedenn, ar Battlestar Pegasus, a vo met berr en istor).

Stirad diazez 1978-1980 kemmañ

Ar Battlestar Galactica en deus 150 lestr doare Viper en e bourzh : 25 lestr tagañ e-mesk ar re en doa a-raok tagadenn ar Cyloned, 42 o tont eus al listri battlestar all e-pad an arsav-brezel, ar re all a zeuio eus ar Battlestar Pegasus.

Ouzhpenn d'ar re-se ar Battlestar Galactica en deus listri-egor dezougen.

Tizh hag armoù kemmañ

Ar Battlestar Galactica a c'hell seveniñ lammoù hir ha prim en egor. Evit ambrougañ al listri-egor sivil, er stirad, e vez ret d'ar c'habiten mont kalz goustadikoc'h.

 
Pont ar Battlestar Galactica hervez skeudennoù 1978-1980