12 Trevadenn
An 12 Trevadenn annezet gant an dud (saozneg : 12/Twelve Colonies of Man), anvet a-wechoù Daouzek trevadenn Kobol, zo trevadennoù ijinet e planedennoù all ha lakaet da ziazez sevenadur mab-den er stirad skinwel Battlestar Galactica, kement evit ar stirad diazez pe evit an an heuliad nevez troet er bloavezh 2003, hag ar stiradoù deveret : Caprica (2009) ha Blood and Chrome (2012). Diwar anv azonoù ar zodiak eo bet badezet an daouzek planedenn.
Twelve Colonies of Man Daouzek Trevadenn Mab-Den | |
Kêr-benn | Caprica |
---|---|
Yezh(où) ofisiel | |
Gouarnamant | Republik Kevreadel |
- Prezidant kevreadel | Richard Adar † Laura Roslin Gaius Baltar Tom Zarek † Laura Roslin Lee Adama Romo Lampkin |
- Kañseller kevreadel | Gaius Baltar Tom Zarek Laura Roslin |
Gorread | |
- Hollad | km² |
Poblañs | |
- Stankter | /km² |
Moneiz | Cubit ([[ISO 4217|]] )
|
Gwerzhid-eur | (UTC) |
Kod kenrouedad |
An Daouzek Trevadenn a zo bet savet gant meuriadoù o devoa kuitaet ar blanedenn Kobol, lec'h ganedigezh Mab-den, hervez an istor. E-penn kentañ e oa 13 meuriad met unan anezho a guitaas ar re all evit mont da vevañ war ur blanedenn pelloc'h anvet Douar. 50 miliard annezidi zo en 12 Trevadenn er stirad adsavet. Er stirad diazez kement hag er stirad adsavet ez eo diouennet an 12 Trevadenn goude un dagadenn kaset da benn gant ar Cyloned. Aet eo da anaon an darn vrasañ eus an annezidi e-pad an darvoud-se. Un nebeud miliadoù a dud a zo deuet a-benn da dec'het hag a loc'h kuit etrezek an egor oc'h implijout listri-egor a bep seurt. Eus ar flodad listri-brezel trevadennel ne chom nemet unan, ar Battlestar Galactica, ur pezh-mell lestr brezel ha dezougen en egor. Dindan urzhioù ar c'habiten William Adama, al lestr brezel Galactica a glask adkavout an dud chomet bev gant harp bleinerien an nijerezioù brezel Viper ha kas anezho er goudor en 13vet trevadenn vojennel anvet "Douar". Meizad an daouzek meuriad a zeu eus daouzek meuriad Israel met galloud a reer soñjal ivez en 13 trevadenn e deroù Stadoù-Unanet Amerika.
Er stirad nevez e 2003 ez eus kaoz eus ur C'hentañ Brezel Cylon 40 vloaz a-raok an holokaost.
Politikerezh
kemmañN'eo ket diskleriet resis munudoù aozadur politikel an 12 Trevadenn met un nebeud titouroù zo roet memestra.
"Trevadennoù Unvan Kobol" eo anv ar Stad, memes ma vez implijet ral a-walc'h. Ar gouarnamant a zo diazezet war mennad lezenn an Trevadenniñ.
Gouarnamant
kemmañE-penn arStad e kaver ur prezidant hag e c'houarnamant, ministred anezhe. Pa varv ar prezidant ez eus un urzh susit. Da skouer pa varvas an holl c'houarnamant e-pad tagadenn ar Cyloned e oa fiziet ar garg e Laura Roslin, bessekretourezh an deskadurezh ha 43vet den en urzh susit.
Quorum an Daouzek a vez graet eus ur c'huzul Daouzek a dud a vez tro-dro d'ar prezidant. Pep hini anezho a zo bet dilennet hag a zo a orin eus ur blanedenn resis en Trevadennoù. Un doare sened eo hag a ziwall ma vefe doujet ouzh mennad an trevadennoù met dreist-holl da gwirioù disheñvel pep trevadenn. Ar re-se an hini a oa e karg ivez a-raok an holokaust da zivizout piv a vefe prezidant pe besprezidant. Tu a oa dezho en em lakaat war ar renk evit kemer kargoù uhel met goude bezañ roet o zilez eus ar C'horum. Un doare sened a voe a-raok diskar an trevadennoù met dianav e chom e roll kement hag an niver a izili a oa ennañ.
Evit ar Stad da vezañ ur sistem politikel kevredadel, e-teu da vezañ tost d'un diktatouriezh milourel en amzer brezel. Goude diskar an trevadennoù hag an dec'hadeg ez eo luziet an doare da ren, etre diktatouriezh milourel ha demokratelezh frank.
Justis
kemmañDieub eo ar Justis diouzh ar gouarnamant trevadennel. Caprica a zo ar blanedenn mammenn da darn an dud a vicher er justis. E-pad ar brezel kentañ a-enep ar Cyloned e voe lakaet e-plas an urzh brezeleg a flastras dishualded ar justis dindan galloud al lu Trevadennel. Goude diskar an trevadennoù e voe adlakaet an urzh brezeleg ha lamet darn eus galloudoù ar Justis., aesaet e voe an obererezh dre ma oa marvet darn tud a-vicher en dagadenn.
N'eus ket eus ar gastiz a varv a-raok diskar an trevadennoù, ar gastiz uhelañ e oa toull-bac'h peurbadus. Goude diskar an trevadennoù e vez kaset ar c'hastiz a varv da benn o fuzuilhañ an den kablus, pe ouzh e deurel en egor. Laura Roslin eo a c'houlennas ar gastiz-se evit an drubarderien. Gaius Baltar koulz ha Tom Zarek a gendalc'ho d'ober gant ar gastiz-se pa vint prezidant.
An arme eo a ra war-dro ar gastiz a varv, ha kaset e vez da benn gant Marines ar surentez war al listri-egor. Tabut a zo a-hed ar stirad skinwel evit gouzout daoust hag eñ eo ar gwellañ doare da gastizañ an dud, dreist-holl pa z'eo ken izel an niver a dud chomet bev.
Relijion
kemmañN'eo ket rannet ar galloudoù etre ar relijion hag ar bed politikel. Relijius-tre ez eo bed Battlestar Galactica. Ur c'huzul uhel eus ar relijion a zo hag a ro alioù d'ar gouarnamant trevadennel. Dre ar stirad e weler ez eo kreñv-tre levezon ar veleien dre ma'z int selaouet mat gant pobloù an Daouzek Trevadenn.
Zodiak | Steredeg | Stirad 1978 | Stirad 2004 | ||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Anv | Anv | Banniel | Kêrbenn | Poblañs | Skipailhoù Piramidenn | Doue patrom | Lesanv | ||
Ar Skuilher-dour | Aquarius | Aquaria Aquarion |
Kêrbenn nann-ofisiel, Heim | 25 000 | Netra | Hermes | Trevadenn ar Skorn The Ice Colony | ||
An Tourz | Tourz | Aerilon | Gaoth | 1,2 miliard |
|
Demeter | Panerad Boued an Trevadennoù The Food Basket of the Colonies | ||
Ar C'hrank | Orion | Canceron | Hades | 6,7 miliard |
|
Hefaistos | An Demokratelezh Vrasañ The Largest Democracy | ||
Ar C'havr | Caprica | Caprica | Caprica City | 4,9 miliard |
|
Apollon | Kêr-benn an Trevadennoù The Capital of the Colonies | ||
Ar C'hevelled | Gemoni | Gemenon | Oranu | 2,8 miliard |
|
Hera | An Drevadenn Gentañ The First Colony | ||
Al Leon | Leonis | Leonis | Luminere | 2,6 miliard |
|
Artemis | Kalon an Trevadennoù The Heart of the Colonies | ||
Ar Balañsoù | Libris | Libran | Nann ofisiel, Themis | 2,1 milion | Netra | Athena | Trevadenn ar Justis The Colony of Justice | ||
Ar Pesked | Piscera | Picon | Queenstown | 1,4 miliard |
|
Poseidon | Trevadenn ar Meurvor The Ocean Colony | ||
Ar Saezhataer | Sagitara | Sagittaron | Tawa | 1,7 miliard |
|
Zeus | An Drevadenn Digenvez The Lone Colony | ||
Ar C'hrug | Scorpion | Scorpia | Celeste | 450 milion |
|
Dionysos | Tachenn-c'hoari an Trevadennoù The Playground of the Colonies | ||
An Tarv | Taura | Tauron | Hypatia | 2,5 miliard |
|
Ares | An Hendrevadenn The Old Colony | ||
Ar Werc'hez | Virgon | Virgon | Boskirk | 4,3 miliard |
|
Hestia | Virgon Impalaeriel Imperial Virgon |