Laura Roslin a zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Battlestar Galactica savet e 2004. C'hoariet eo ar roll gant an aktourez Mary McDonnell. Anavezet eo dreist-holl evel prezidantez an 12 Trevadenn goude diskar sevenadur Mab-Den gant ar Cyloned.

Laura Roslin
An itron prezidant Laura Roslin
Mary McDonnell (Mae 2015)
Anvioù
Anv badez Laura Roslin
Lesanv(ioù) Itron prezidant
Lec'h ganedigezh   Caprica
Micher
Kelennerezh
Politikerezh Sekretourezh d'an Deskadurezh
Bes prezidantez
Prezidantez
Skourr
Deskadurezh trevadennel
an 12 Trevadenn
Gouarnamant trevadennel
an 12 Trevadenn
Kelc'hiadur
Richard Adar (gwaz kleiz) †
William Adama (Gwaz hep lid ofisiel)

Bessekretourez an Deskadurezh Trevadennel eo er penn kentañ. Dont a raio da vezañ prezidantez goude ma vo diouennet an Trevadennoù daoust ma oa ar 43vet el listenn susit betek-gouzout e varfe ar prezidant.

Difenn a ra an demokratelezh ha annezidi diwezhañ an trevadennoù gant gred a-enep d'ar galloud milourel douget da ziazezañ ur renad milourel ha brezelekaer da stourm a-enep ar Cyloned.

He eo a lakao e-plas ar c'hastiz a varv na oa ket anezhañ a-raok en amzer en trevadennoù. Ar pal a oa flastrañ treitourien ar flodad.

Setu penaos e teskriv an aktourez McDonnell personaj Laura Roslin : "Laura Roslin's presidency was unique in that she became president during war and cataclysm without the energy of ambition fueling her decisions. This was a woman who hadn't a clear political ambition. This made her very different from the women in power that we see on TV. Her story was one of a woman grappling with untapped, literally unrecognized, qualities classically male, in order to achieve one paramount goal — the survival of the human race."