An Doktor Gaius Baltar a zo un dudenn ijinet e bed an heuliad skinwel Battlestar Galactica c'hoariet eo gant James Callis, un adweladenn eus ar C'hont Baltar er stirad skinwel diazez Battlestar Galactica. Bez eo unan eus an dudennoù pennañ.

Gaius Baltar
fictional human
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanGaius Kemmañ
Micherstlennegour Kemmañ
Dezerc’herJames Callis Kemmañ
Present in workBattlestar Galactica, Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004) Kemmañ
A denn da ved ar faltaziBattlestar Galactica universe Kemmañ
Media franchiseBattlestar Galactica Kemmañ
James Callis an aktour o c'hoari Gaius Baltar er stirad adsavet

Gaius Baltar a zo un den gant donezonoù ur barzh. Gellout a ra livañ gevier o sevel un istor hir hag a seblant gwir a-benn tizhout e bal : dreistbevañ. Ur fent flemmus hag un dro-spered dibleg en deus. Un den speredek-tre eo a laka an dud da vamiñ. Sot eo gant ar merc'hed. E penn kentañ ar stirad ez eo deskrivet evel un den dezhañ e-unan ha gwan met gant an amzer e teu da vezañ kalonekoc'h hag e klask sikour an denelezh hag e garantez, Niverenn 6. Daoust ma krog ar stirad gant un den digred, Gaius Baltar a zeu goustadik da vezañ un den a gred don e relijion undoueek Cylon. Baltar a zo diskrivet evel "gwan", "otus" hag "digalon" gant an amiral Lee Adama. Evit Caprica C'hwec'h ez eo Baltar un "paotr outañ e-unan, kreizennet warnañ e-unan, dic'houest ha didalvoud." met gant "un donezon dibar evit chom bev en ur soñjal ennañ e-unan", ar pezh a gar-hi ennañ.