James Callis

Aktour saoz

James Nicholas Callis, ganet d'ar 4 a viz Even 1971, zo un aktour saoz. Brudet eo bet o c'hoari an Doktor Gaius Baltar er stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica kement hag er ministirad ivez. C'hoariet en deus ivez Tom, gwellañ kamalad Bridget Jones, en Bridget Jones's Diary ha Bridget Jones: The Edge of Reason. Adkemeret en doa ar memes roll e 2016, en Bridget Jones's Baby. Kemeret en deus perzh ivez er stirad skinwel Eureka, war Syfy, e 2010. E 2017 e oa mouezh Alucard evit stirad skinwel Netflix Castlevania, diazezet war ar c'hoari video gant ar memes anv.

James Callis
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJames Kemmañ
Anv-familhCallis Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Mez 1971 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of York, London Academy of Music and Dramatic Art, Harrow School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1996 Kemmañ
James Callis e 2009