Bauhaus-Archiv
Ar Bauhaus-Archiv a zo ur mirdi staliet e Berlin (Klingelhöferstraße, 14 e karter Tiergarten) bet ijinet gant Walter Gropius hag Alexander Cvijanovic, gant ar pal diskouez dielloù ar Bauhaus ennañ. Digoret eo bet e 1979.
Ar savadur
kemmañSañset e oa ar mirdi bezañ savet e Darmstadt. Gant Walter Gropius e voe treset ar steuñvioù kentañ. Kemmet ha doareet e voe gant Alexander Cvijanovic evit ma klotfe gant e lec’hiadur e Berlin, war vord al Landwehrkanal. E-touez an aozadurioù savet gantañ emañ ar grapenn hag a droc’h ar savadur. Pal ar Bauhaus-Archiv eo kinnig perzh unan eus luskadoù arzoù pouezusañ an XXvet a-fet savouriezh, design, luc’hskeudenniñ ha sevel arrebeuri.
An diskouezadeg
kemmañE-touez an holl draoù a c’haller gwelout er mirdi emañ kadorioù Marcel Breuer, kleuzeurioù Karl Jacob Jucker ha re Wilhelm Wagenfeld pe c’hoazh listri-argant Marianne Brandt. Ennañ e kaver ivez dielloù diwar-benn ar c’hentelioù a voe roet er Bauhaus, steuñvioù savadurioù ar Bauhaus, luc’hskeudennoù hag ul levraoueg.