Walter Gropius
Walter Gropius (Berlin, 18 a viz Mae 1883 - Boston, 5 a viz Gouere 1969) a zo ur savour, dezigner ha kêraozaour alaman, broadet amerikan diwezhatoc’h. Krouer ar Bauhaus eo, unan eus luskadoù arzoù pouezusañ Europa etre an daou vrezel bed, hag unan eus diazezoù ar stil etrebroadel.
E vuhez
kemmañO tont eus ur familh savourien alaman (tad ha goureontr) emañ Gropius. Ar savouriezh a studias e München (1903 –1904), hag e Berlin (1905 - 1907). Goude-se e labouras en ajañs Peter Behrens betek 1910. D’ar mare-se e krogas da labourat e-unan. E sevenidigezhioù kentañ a voe liammet ouzh bed an industriezh : da skouer labouradeg Fagus e Alfeld-an-der-Leine e 1911. Toennoù plaen, frammoù metal, talbennoù gwer penn-da-benn ha linennoù a-darzh, sed aze merk Gropius.
Chom a reas a-sav gant e vicher e-pad ar Brezel-bed kentañ. Galvet e voe evit mont d’ar brezel (adsoudard), major e voe war dalbenn ar c’hornôg a-hed ar brezel, ha gloazet e voe.
E 1915 e timezas gant Alma Mahler, intañvez Gustav Mahler. Dispartiañ a rejont e 1920. E 1919 e tresas e vonumant da dud varv miz Meurzh, savet e voe e 1920. E 1919 e voe ivez ezel ur strollad eztaoladurien anvet Maß. Er memes bloavezh e kemeras lec’h Henry van de Velde (skarzhet e 1915 dre ma oa beljiat) e penn skol arzoù pleustrek Weimar. Ar skola-se agemmas, hag e teuas da vezañ ar Bauhaus. Er Bauhaus e oa ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, ur skol-design, ur skol-artizanelezh, ur skol-c’hoariva hag all. E-touez ar gelennerien e oa Paul Klee, Johannes Itten, Josef Albers, Herbet Bayer, László Moholy-Nagy ha Wassily Kandinsky. Er Bauhaus e teske ar studierien labourat gant danvezioù nevez, hag ivez prederiañ war ar produiñ hag an design da vare an greanteladur. Bras e voe levezon ar Bauhaus war gened an luskad modern ha goude-se war ar stil etrebroadel.
Kemer a reas perzh er genstrivadeg evit sevel savadur ar gelaouenn amerikan Chicago Tribune e 1922.
E 1937 e tivizas divroañ d’ar Stadoù-Unanet, eno e renas Graduate School of Design Harvard. Kenlabourat a reas gant Marcel Breuer betek 1941. Meur a daol-arnod a reas e-keñver annez standart, en ur glask chom hep sevel savadurioù unton. E 1946 e savs an ajañs The Architects Collaborative (TAC). Philip Johnson, Paul Rudolf, John Johansen hag Edward Barnes a voe e studierien e Harvard.
Sevenidigezhioù
kemmañ- 1925: Bauhaus Dessau. Er savadur e kaver ur skol-savouriezh, ur skol-arzoù, un dachenn frank, ur greizenn savet diwar c’houlenn ar stad ha kambreier studierien. Pelloc’h emañ tiez prevez ar gelennerien. E-pad ar brezel e voe aloubet ar savadur gant an nazied, met ne voe ket distrujet.
- 1938 : sevel a reas e di e Lincoln (Massachusetts).
- 1949-1950 : Graduate Center Harvard : seizh annez evit studierien, liammet kenetrezo gant tremenoù.
- 1963 : savadur PanAm e New York gant Pietro Belluschi. Tabut a sav war e raktres (steuñv a-darzh gant 59 estaj).