Bazilektenn
Un doare yezh eo ur vazilektenn hag a zo aet war bellaat diouzh ar yezh unvan pa c'heller lâret ez eus anezhi ur yezh disheñvel tamm-pe-damm. Ar c'hontrol diouzh an akrolektenn eo ar vazilektenn.
Peurliesañ ez eus diforc'hioù bras pe vrasoc'h etre ar yezh unvan hag ur vazilektenn e-keñver an distagadur, ar gerva hag ar yezhadur hag e c'hellont dont da vezañ yezhoù disheñvel-mik. Da skouer, ar yezhoù romanek a-hiziv a oa anezho bazilektennoù eus al latin pobl deuet da vezañ yezhoù disheñvel-mik.