Bear McCreary, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1979, zo ur sonaozour ha soner stadunanat o vevañ e Los Angeles. Brudet mat e voe evit e labour war ar stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica. Labouret en deus ivez evit ar stiradoù skinwel Outlander ha The Walking Dead.

Bear McCreary
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanBear Kemmañ
Anv-familhMcCreary Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 C'hwe 1979 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFort Lauderdale, Stadoù-Unanet Kemmañ
MammLaura Kalpakian Kemmañ
PriedRaya Yarbrough Kemmañ
BugelSonatine McCreary Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Michersonaozour, muziker, film score composer Kemmañ
Tachenn labourfilm score Kemmañ
Bet war ar studi eUSC Thornton School of Music Kemmañ
Lec'h labourLos Angeles Kemmañ
Deroù ar prantad labour2004 Kemmañ
PladennrolladurBear McCreary discography Kemmañ
Oberenn heverkGod of War, Outlander, The Lord of the Rings: The Rings of Power Kemmañ
Label sonerezhLa-La Land Records Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bearmccreary.com/ Kemmañ
Bear McCreary e 2009

McCreary a zo bet enoret gant un Emmy evit kanaouenn bennañ Da Vinci's Demons. Lakaet e oa bet war ar renk evit un Emmy e 2015 e Outstanding Music Composition for a Series evit kentañ koulzad ar stirad skinwel Outlander.

Buhez kemmañ

McCreary a zo ganet e Fort Lauderdale, Florida. Darn eus e studioù a zo bet e Bellingham (Washington).

Battlestar Galactica ha Caprica kemmañ

E 2003, McCreary a labour evit ar penn sonaozour Richard Gibbs evit ar ministirad adsavet a voe diazez d'ar stirad adsavet Battlestar Galactica. Pa voe kroget gant produerezh ar stirad nevez, Gibbs a reas ar choaz da chom hep labourat e amzer leun war ar stirad. McCreary a zeuas neuze da vezañ ar penn sonaozour.