Beatrice d'Este (gwenvidigez)

Ur pennad Beatrice d'Este zo ivez.

Beatrice II d'Este (war-dro 1226-18 a viz Genver 1262) a oa ur briñsez italian eus an Tiegezh Este, leanez ha gwenvidigez.

Beatrice d'Este, gwenvidigez, poltredet gant Bartolomeo Veneto e 1510, tri c'hant bloaz goude he ganedigezh. Poltred Lucrezia Borgia eo e gwirionez.

Merc'h e oa da Azzo VII d'Este ha da Giovanna di Puglia; nizez e oa da Beatrice Iañ d'Este, ha keniterv da Beatrice, rouanez Hungaria. Leanez e voe, ha diazezourez kouent beneadat Sant’Antonio in Polesine e Ferrara. Anvet e voe da wenvidigez, ha lidet eo d'an 18 a viz Genver.

Poltred

kemmañ

Ar poltred anezhi gant Bartolomeo Veneto, e 1510, a zo hini Lucrezia Borgia e gwirionez. Hiriv emañ er Snite Museum of Art, en Indiana, e SUA.