Bec'h ar brouenn
Bec'h ar brouenn (pe onus probandi, hervez an droienn latin) a vez laret eus ar garg a zo gant un den da zegas prouenn, pe arguzenn fetis, ma fell dezhañ bezañ trec'h en ur gaoz bennak.
Eilpennañ bec'h ar prouiñ a vez lavaret pa ziskleir un den n'eo ket dezhañ da brouiñ pezh a lavar met d'e eneber.
Hervez Euklides, ar pezh zo kinniget hep prouenn a c'hall bout dinac'het hep prouenn, da lavarout eo n'eo ket trawalc'h lavarout eo gwir un dra evit ma vefe prouet: arguzenniñ zo ret.
E latin e vez laret necessitas probandi incumbit ei qui agit, da lavarout eo « da neb a glemm eo da brouiñ en deus gwir abeg da glemm », ha n'eo ket abegoù faltazius.