Beg Penc'hastell
Beg Penc'hastell zo ur beg-douar e penn kornôg bae ar Poulgwenn (pe bae ar Baol).
Aspadennoù a c'haller gwelet c'hoazh eus un oppidom eus Oadvezh an Houarn. Emañ war roll ar Monumantoù istorel abaoe 1972 ha furchadennoù zo bet graet eno.
Ur chapel zo ivez war ar beg-douar, eus ar XVvet kantved, hag ur groaz en he c'hichen. Chapel sant Juluan pe chapel santez Anna a vez graet anezhi.