Beg an Arc'houest
Beg an Arc'houest zo ur beg-douar war aod kumun Plaeraneg. En hanternoz aod ar Wern emañ hag eno emañ ar c'hal-lestrañ da vont da enez Vriad. Eus ar beg-douar eo brav ar gwel war enezeg Briad a-bezh.
E 1923 e voe savet ur c'hal 50 metr hed, war c'houlenn ar besketaerien eus ar vro.
War ar beg-douar e kaver bremañ un toullad tiez-hañv savet en XXvet kantved, en o zouez tiez perc'hennet gant intellektualed c'hall evel Charles Seignobos, Jean Perrin[1],[2], Marie Curie, Irène Joliot-Curie, Jean Zay[3], Victor Auger, Pierre Auger pe Georges Pagès[4] Abalamour d'an dra-se e voe lesanvet al lec'h "Sorbonne-Plage" gant kazetennerien Paris Match e 1939[5],[6].
War atiz Anatol ar Braz e krogas an dud-se da zont da Blaeraneg. E miz Eost 1901 e voe beuzet tad hennezh, e vamm-gaer hag e c'hoarezed en aber ar Yeodi. Divizout a reas neuze en em staliañ en un ti e Beg an Arc'houest. Hag eñ da bediñ pennoù bras anavezet gantañ da zont di. Louis Lapicque e voe an hini kentañ a lakaas sevel un ti, anvet Roc'h Ar Had e 1904. Ha goude se e voe tud all, Seignobos gant e di anvet Taschen Bihan savet e 1910, Paul-Éric Langevin ha re all c'hoazh. En holl e voe savet un tregont bennak a diez evel-se. Lod anezho zo c'hoazh perc'hennet gant o diskennidi[7].
Ar penn embregerezh Eugène Schueller (L'Oréal) a zeuas d'en em staliañ e Beg an Arc'houest e 1926, ha gantañ e voe miret ouzh an dud da dremen war ar wenodenn a-hed an aod. Goude e voe an ti-se d'e verc'h, Liliane Bettencourt[8].
Ur monumant da Irène ha Frédéric Joliot-Curie a oa bet savet gant ar gumun e dibenn an XXvet kantved[9].
Notennoù
kemmañ- ↑ Portrait de groupe d’universitaires parisiens en leur villégiature bretonne : L’Arcouest dans la première moitié du XXe siècle, Michel Pinault, p. 8, L’Arcouest, H&S, 2013.
- ↑ « Sur la plage bretonne, c'était la Sorbonne…», Ouest-France.
- ↑ Perrono, Thomas, « Jean Zay : de l’Arcouest au Panthéon », En Envor.
- ↑ Front de mer de la baie de Launay et de l'Arcouëst, patrimoine.region-bretagne.fr.
- ↑ Exposition Sorbonne-Plage, Bibliothèque nationale, 2008.
- ↑ Hélène Langevin-Joliot, « L'Arcouëst ou « Sorbonne-plage », Espace des sciences, Genver 2009.
- ↑ Hervé Queillé, L'Arcouest. Les héritiers de Sorbonne-Plage, 16 a viz Eost 2013, Le Télégramme.
- ↑ Liliane Bettencourt : l'Arcouest, parce qu'elle le vaut bien !, pennad gant Ronan Le Flécher, embannet d'ar 1/07/10, Agence Bretagne Presse
- ↑ Monument commémoratif Iréne et Frédéric Joliot-Curie