Bel Espoir II
Bel Espoir II a zo ur oueletenn, teir gwern dezhi, gant gouelioù-kastell.
Savet eo bet e 1944 e Svendborg (Danmark) evel bag-pesketa, dindan an anv Nette S.
Perc'hennet eo abaoe 1968 gant ar gevredigezh Amis de Jeudi Dimanche, bet savet e 1951 gant an tad Michel Jaouen hag an tad Gounon.
Lakaet eo bet war roll monumantoù istorel e Bro-C'hall d'an 26 a viz Meurzh 1993.
Kinig a ra stummadurioù diwar-benn micherioù ar mor d'an oadourien yaouank, felladennerien ha drammgaezhiaded, ha beajoù war vor d'an holl dud.