Beli Mawr ("Beli ar Meur") a zo un hendad el lennegezh krenngembraek hag al lignezouriezh. Tad da Cassivellaunus, Arianrhod, Lludd Llaw Eraint, Llefelys ha Afallach eo. E meur a vamenn grennamzerel eo anvet evel mab pe bried Dôn (pe "Anna" el lennegezh kristen). Hervez an driadenn gembreat eo Beli ha Dôn kerent Arianrhod, met ne vez ket meneget tadoù bugale Dôn arall, na mammoù bugale Beli arall el lennegezh kembreat. Meur a hil roueel eus mare ar grennamzer a laka Beli evel andon o ziegezh. Er Mabinogi e tesker eo Penarddun merc'h Beli, mes strafuilhet eo ar gerentiezh, gallus eo e vefe-hi he c'hoar kentoc'h eget he merc'h[1].

Beli ha Belenus

kemmañ

Tabut zo c'hoazh a-zivout orin an anv Beli[2] Lavaret e vez e vefe Beli stumm krenngembraek anv galianek ha predenek an doue Belenos. Hogen ur vartezeadenn all zo, displeget gant ar c'heltiegour John T. Koch, hag a laka eo Beli un anv a diskenn eus ar ger kentkeltiek Belgius pe Bolgios, anv un tiern galian a aloubas Rouantelezh Makedonia e 280–279 K-JK. A-c'houde e gurioù e vefe bet gwelet evel un haroz meur e-touez ar meuriadoù belgiat ha predenat, betek ma voe bet kontet da hendad o fobl.[3].

Mammennoù

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Gantz, Jeffrey (troer). The Mabinogion, p. 87. New York : Penguin, 1976 (ISBN 978-0-14-044322-6).
  2. Delamarre, Xavier. Dictionnaire de la langue gauloise. Paris : Éditions Errance, 2003, pp. 70-72 (ISBN 978-2-87772-631-3)
  3. Page 200 of Celtic Culture: A Historical Encyclopedia by Koch, John Thomas. Celtic Culture: A Historical Encyclopedia, p. 200. ABC-CLIO, 2005 – levrenn (ISBN 978-1-85109-440-0)