Benjamin Biolay
Benjamin Biolay, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1973 e Villefranche-sur-Saône (Bro-C'hall, departamant Rhône) a zo ur c'haner, ur soner, ur sonaozer hag un aktour gall.
Savet en deus Benjamin Biolay kanaouennoù evit un toullad kanerien : Henri Salvador, Juliette Gréco, Françoise Hardy, Isabelle Boulay, ha kenlabouret en deus gant Jeanne Cherhal, Keren Ann, Carla Bruni, Elodie Frégé, Vanessa Paradis, h.a. Graet en deus war-dro pladenn e c'hoar Coralie Clément. Savet en doa ivez ur strollad anvet Home, gant e wreg, an aktourez Chiara Mastroianni.
E 2010 eo bet loreet Benjamin Biolay gant ar Victoires de la Musique (albom La Superbe, daou bladenn ennan). La Superbe a oa anvet pladenn platinium, ma oa bet gwerzhet 100.000 skouerenn anezhan.
E bladennoù e-unan
kemmañ2001 : Rose Kennedy
2003 : Négatif
2005 : A l'origine
2007 : Trash yéyé
2009 : La Superbe
2012 : Vengeance
2017 : Palermo Hollywood.