Berengar Iañ Neustria
Berengar Iañ Neustria a oa ur brezelour frank eus Frankia ar Reter, e Germania. Mab e oa da Gebhard, kont Lahngau, ha d'ur c'hoar da Ernest Iañ Bavaria, dug Bavaria. Ha mar deo gwir kement-se e vije kenderv kompez da gwreg Karloman Bavaria.
Gant e vreudeur Udo ha Waldo, an abad, e kemeras perzh e 861 en emsavadeg Karloman Bavaria a-enep e dad. Met faezhet e voe an emsavidi, ma voe ret dezho skampañ gant un den kar, Adalard ar Senechal, da Frankia ar C'hornôg, da lez Karl Voal. Hennezh a roas labour dezho: difenn marz Neustria diouzh ar Vikinged.
Kement-se a lakaas gwarizi da sevel en tiegezh frank diazezet er Maine, ar Rorgonideien: en em sevel a rejont a-enep an Impalaer ha mont a-du gant Salaun, roue Breizh. Evit kaout peoc'h digante e voe ret da Garl tennañ Alard hag e gendirvi eus marz Neustria evit reiñ ar garg d'ar rorgonid Gauzfrid du Maine.
Levrlennadur
kemmañ- Guillotel, Hubert. "Une autre marche de Neustrie." in Christian Settipani and Katharine S. B. Keats-Rohan, Onomastique et Parenté dans l'Occident médiéval. 2000.