Bermudo II
Bermudo II, lesanvet el Gotoso "An Urlaoueg", bet ganet etre 948 ha 953 hag aet da Anaon e miz Gwengolo 999[1], a voe roue León adal 985 betek e varv.
E 981 e oa bet anvet da roue gant ur bagad uhelidi eus Galiza ha Portugal emsavet enep Ramiro III, ha kurunennet e 982 en Santiago de Compostela. Diwar neuze e voe brezel etrezo, ha ren a reas Bermudo e Galiza ha Portugal. Pa varvas Ramiro e 985 e renas Bermudo II e León a-bezh.
Dimezioù ha bugale
kemmañDiv wech e timezas:
- a-raok 981 da Velasquita León, merc'h da Urraca hag Ordoño IV, roue León, ha dibriediñ a reas en 988; mont a reas Velasquita da leanez da Manati San Pelayo ma oa abadez ar rouanez intañvez Teresa Ansúrez.
- war-dro fin miz Du 991 da Elvira García († 1017), merc'h d'ar c'hont García Fernández, pe García Iañ Kastilla, ha d'e bried Ava Riborgaza, ha pemp bugel o doe:
- Cristina Bermúdez, dimezet da Ordoño Leon († 1020), mab da Ramiro III León ha Sancha ; paz intañvezas ez eas da leanez da manati Cornellana, savet ganti, ha moarvat eo eno e voe beziet; pevar bugel o doe:
- Alfonso V León, a renas war-lerc'h e dad;
- Theresa († 1039), dimezet da Almansor, vizir Cordoba, en 995 ;
- Pelagio ;
- Sancha (leanez).
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) Ceballos-Escalera, Alfonso : Reyes de León: Ordoño III (951-956), Sancho I(956-966), Ordoño IV (958-959), Ramiro III (966-985), Vermudo II (982-999), La Olmeda Editorial, 2000 (ISBN 978-84-89915-11-4)