Bernd Freytag von Loringhoven
Ar baron Bernd Freytag von Loringhoven (6 a viz C'hwevrer 1914 e Kuressaare - 27 a viz C'hwevrer 2007 e München) a oa un ofiser penn-bras en arme alaman da vare an Eil Brezel-bed. Unan eus a dud diwezhañ o kuitaat ar Führerbunker e Berlin e voe.
E vuhez
kemmañE familh a oa a-orin eus Westfalen hag a zivroas d'ar broioù balt er XVvet kantved. Pa voe tapet madoù ar familh gant ar Volcheviked e 1919 ez eas d'en em staliañ da b-Pommern. Degemeret e voe en arme, hag a-drugarez d'ur c'henderv, ar baron Wessel Freytag von Loringhoven, a oa kabiten, e voe lakaet da ofiser. Eil-a-gamp ur jeneral e oa pa voe aloubet Polonia e 1939, hag ezel eus penn-bras ur jeneral all e oa pa voe aloubet Rusia e 1941. Ur vedalenn a dapas kaout pa oa e penn un unvez houarnwisket, ha lakaet da eil-a-gamp Hans Krebs, ha neuze e chomas hep bezañ kaset da Stalingrad. E genderv, Wessel Freytag von Loringhoven e anv, eo a roas an tarhzer hag an danvez-tarzh a voe implijet evit irienn an 20 a viz Gouere 1944. daoust da se ne voe ket tapet ar baron e-barzh an irienn.
E 1945 e oa major, hag eil-a-gamp chef penn-bras an arme. Er Führerbunker e oa e-karg eus dastum titouroù, prientiñ steuñvioù ha rentaoù-kont a veze implijet e-pad an emvodoù pemdeziek gant Hitler. E-pad ar pennad-se e skrivas un deizlevr. D'an 29 a viz Ebrel 1945 ec'h asantas Hitler ma kuitafe ar Führerbunker. En un atersadenn embannet er gazetenn saoznek Observer e 2005 e kontas ar baron : Pa oa Hitler oc'h hetiñ chañs vat din, e welis luc'hed ar c'hoant en e zaoulagad.
Prizonet e voe gant soudarded vreizhveuriat, ha daou vloaz hanter e chomas en toull-bac'h. Goude-se e labouras war dachenn an embann. Pa voe adsavet arme Alamagn ec'h adstagas gant ar vicher, hag ec'h echuas evel letanant-jeneral. Meur a garg en doe ivez en AFNA. Alies e voe aterset ar baron Freytag von Loringhoven e fin e vuhez. Asambles gant ar c'hazetenner gall François d’Alançon e savjont al levr : Dans le bunker de Hitler : 23 juillet 1944 - 29 avril 1945 (embannet e 2005), diazezet war e atersadennoù ha war e zeizlevr.
Levrlennadur
kemmañBernd Freytag von Loringhoven ha François d' Alançon :
- Dans le bunker de Hitler : 23 juillet 1944 - 29 avril 1945 ; Librairie Académique Perrin 2005
- In the Bunker With Hitler: The Last Witness Speaks ; Weidenfeld & Nicolson, 13 a viz Ebrel 2006)
- Mit Hitler im Bunker – Aufzeichnungen aus dem Führerhauptquartier Juli 1944 – April 1945. Berlin, wjs-Verlag, miz Ebrel 2006
Liammoù diavaez
kemmañ- Baron Bernd Freytag von Loringhoven ; The Times; (10 a viz Meurzh 2007)
- Baron Freytag von Loringhoven, Aide to Hitler, Dies at 93 ; Douglas Martin ; New York Times; (1añ a viz Ebrel 2007)
- Der Vorletzte aus Hitlers Bunker war lec'hienn Frankfurter Allgemeine Zeitung
- News:Hitler Relied on "Enemy" News
- BBC News - Eyewitness: Hitler's last days (26 a viz Ebrel 2005)
- Dielloù diwar-benn Bernd Freytag von Loringhoven war lec'hienn Deutsche Nationalbibliothek