Besti flokkurinn (islandeg a dalvez ar strollad gwellañ) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 2009 gant Jón Gnarr.

Besti flokkurinn
strollad politikel
Deiziad krouiñ16 Du 2009 Kemmañ
Anv er yezh a orinBesti flokkurinn Kemmañ
DiazezerJón Gnarr Kemmañ
PrezidantJón Gnarr Kemmañ
StadIsland Kemmañ
Ezel eusPirate Parties International Kemmañ
Ideologiezh politikelflemmskrid Kemmañ
Sez sokialReykjavík Kemmañ
SRGB color hex triplet000000 Kemmañ
Deiziad divodañ16 Mez 2014 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bestiflokkurinn.is/ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Best Party politicians Kemmañ

Jón Gnarr eo a zo krouer ha prezidant ar strollad, hag en e benn e voe ivez da vare dilennadeg 2010. Gant izili ar strollad e voe embannet e savent o strollad d'ober goap ouzh ar strolladoù politikel all. E-touez kinnigoù diazez ar strollad e kaver :

  • Paouez gant ar breinadurezh
  • Kevatalded
  • Demokratelezh wirion
  • Beajoù karr-boutin digoust evit ar studierien hag ar re baour
  • emgavioù digoust gant dantourien evit ar vugale hag ar re baour
  • Neuiñ ha serviedennoù digoust evit an holl
  • Reiñ muioc'h a bouez d'ar maouezed ha d'ar re gozh[1]

Dilennadeg 2010

kemmañ

Ar strollad a ginnigas danvez-dileuridi evit ar wech kentañ da-geñver dilennadeg Reykjavík e 2010. Kinnig a rae, e-touez traoù all, servidennoù digoust en holl boulloù-neuiñ ar gêr, un arzh gwenn e zoo ar gêr, ur park-dudi Disneyland e Vatnsmýri (aerborzh Reykjavík) ha tamm dramm ebet ken en Althing a-benn 2020. Trec'h e voe gant 34,7% (6 dileuriad diwar 15) eus ar mouezhioù (Strollad ar frankiz a dapas kaout 33,6%).[2] Jón Gnarr eo a vo lakaet da vaer, goude un emglve gant an Emglev sokial-demokrat.[3],[4],[2]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. https://web.archive.org/web/20100530062728/http://www.ravingravens.com/blog/2010/05/icelandic-politics-just-a-bad-joke.html |Icelandic Politics - Just a Bad Joke?Raving Ravens
  2. 2,0 ha2,1 http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/10194757.stm%7Ctitle=Best Party wins polls in Iceland's Reykjavik, BBC, 30 a viz Mae 2010
  3. http://www.mbl.is/mm/frettir/innlent/2010/05/17/besti_flokkurinn_staerstur_i_reykjavik/ Besti flokkurinn stærstur í Reykjavík|date=17 a viz Mae 2010 Morgunblaðið
  4. https://web.archive.org/web/20100507131605/http://www.kosning.is/sveitarstjornarkosningar Kosningavefur Dómsmálaráðuneytisins Icelandic Ministry of Justice

Liammoù diavaez

kemmañ