Bewcastle zo ur barrez keodedel e distrig Keoded Carlisle e Cumbria, e Bro-Saoz. Bras eo ar barrez hag en em astenn a ra betek harzoù Bro-Skos en hanternoz ha betek Northumberland er reter.

Douaroniezh

kemmañ
 
Rivinoù kastell Bewcastle
 
Iliz Sant Cuthbert
 
Al lec'h ma oa ar c'hamp roman .

Er barrez emañ Roadhead, Shopford, Blackpool Gate, Roughsike ha The Flatt. Stok ouzh Bro-Skos eo hanternoz ar barrez.

Brudet eo Bewcastle abalamour da aspadennoù ur c'hreñvlec'h roman c'hwec'hkornek, anvet Fanum Cocidi. Savet e oa bet evit difenn Moger Hadrian. Liammet e oa ouzh kreñvlec'hioù Camboglanna (Castlesteads bremañ) ha Banna (Birdoswld bremañ).

Adimplijet e voe mein ar c'hreñvlec'h da sevel ur c'hastell norman.

 
Rivinoù kastell norman Bewcastle.

Diasur eo anv ar c'hreñvlec'h roman a gaver meneget e Dizanv Ravenna 10730 : FANOCODI, FANOCOCIDI. Marteze e teu eus ar ger latin fanum (= templ) hag ar ger keltiek *cocc (= ruz) (heñvel ouzh ar ger kembraek coch)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982