Bill Deraime, bet ganet Alain Deraime d'an 2 a viz C'hwevrer 1947 e Senlis (Oise, Bro-C'hall), a zo ur c'haner ha soner blues gall.

Bill Deraime en concert au Salaise Blues Festival

Boulc'het gantañ studi war ar vezegiezh (hag al leuñvouriezh da-heul) e tilezas an diskiblezhioù-se buan a-walc'h da vont war-du ar sonerezh stadunanat a oa ran-kaer gantañ. Arru e Pariz e 1968 e tarempredas metoù an Hippied eno hag ezel e voe eus un nebeud lazioù-seniñ (Backdoor Jug Band, Bill et Flo Blues Tandem, Cargo) kent embann e albom studio kentañ e 1979, Bill Deraime an titl anezhañ. Gant an eil e 1980Plus la peine de frimer — e teuas un tamm brud dezhañ, a-drugarez d'ar ganaouenn Faut que j'me tire ailleurs (Faut que j'me tire ailleurs.) peurgetket. E 1981 e voe embannet e drivet albom — Qu'est-ce que tu vas faire ? — ma reas berzh bras Babylone tu déconnes (Babylone tu déconnes.), an eil titl anezhañ. Re abred ha re vuan en devoa skoet ar brud ouzh dor Bill Deraime siwazh dezhañ ha ne voe na klevet na gwelet ken alies hag a-raok ken. Koulskoude, kendelc'her a reas da sevel pladennoù[1], er-maez eus ar Chobiz na oa an arzour gwall droet gantañ.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ