Ar BlackBerry KeyOne, skrivet ivez BlackBerry KEYone, zo ur pellgomz hezoug smartphone Android, gant un douchennaoueg gwirion. Savet eo gant TCL Corporation evit BlackBerry Mobile. Da gentañ e oa bet savet gant an anv-kod "Mercury" evel arnodenn. Ar pellgomz KEYone a oa bet embannet ent-ofisiel e-pad ar Mobile World Congress e Barcelona d'ar 5 a viz C'hwevrer 2017. Gant ma oa dija poellgomzioù BlackBerry oc'h implij ar savenn Android, an hini KeyOne eo an hini kentañ oc'h implij design BlackBerry (gant un douchennaoueg wirion dindan ar skramm e-serr kaout un douchennaoueg elektronek pe kuzhet evel hini ar Priv). Pennoù bras TCL o devoa embannet e oa bet un trec'h ar KeyOne dre ma voe gwerzhet 850 000 poellgomz.

Ur sell war ar BlackBerry KEYone
Ar Blackberry Keyone sell a-dost

Liammoù diavaez kemmañ