Poellgomz
(Adkaset eus Smartphone)
Ur poellgomzer[1],[2],[3],[4] pe pellgomz naouek[4] (saozneg : smartphone) zo ur pellgomzer hezoug aveet gant ur reizhiad korvoiñ hezoug. Evit ar benveg e reer gant poellgomzer[5],[6],[7],[8]. Gant ar benveg-se e c'haller, ouzhpenn pellgomz, kaout ur skoazeller niverel personel, ul luc'hskeudenner niverel hag un urzhiataer hezoug. Gantañ e c'haller merdeiñ war ar genrouedad, kas ha resev posteloù, ober gant ar GPS, ha meur a dra all c'hoazh, hervez an doareoù.
poellgomz
Iskevrennad eus | mobile phone, smart device, information appliance, mobile computer ![]() |
---|---|
Danvez implijet | Plastik ![]() |
Efed | disruptive innovation ![]() |


An anv kemmañ
Ur ger-malizenn eo, kenaozet gant poell + pellgomz.
Daveoù ha notennoù kemmañ
- ↑ Difetis (2013)
- ↑ Edubreizh (2014)
- ↑ Bremañ n° 404 (2015)
- ↑ 4,0 ha4,1 Kinniget gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Diwan Breizh (2014)
- ↑ Bruzhoneg (2015)
- ↑ #brezhoneg (You Tube)
- ↑ Erbedet gant TermOfis.