Black Beauty
Black Beauty: His Grooms and Companions – The Autobiography of a Horse ("Kened Du : e baotred-kezeg ha kavandidi – Emvuhezskrid ur marc'h") zo ur romant gant Anna Sewell (1820-1878), skrivet etre 1871 ha 1877, pa oa fall he yec'hed ha pa veze klañv-fall alies, hag embannet e 1877.
Ur marc'h anvet Black Beauty a gont e vuhez. Un ebeul e oa en ur verouri e Bro-Saoz. Gwerzhet e oa bet gant ar perc'henn ha kaset da Londrez da sachañ fiakroù. A-hed e vuhez en em gav Black Beauty dirak tud kriz pe tener o c'halon ha labourat a ra dizehan. E pep pennad eus ar romant e kont Black Beauty darvoudoù e vuhez hag e ro ur gentel diwar-benn an doare da sevel kezeg. A-drugarez da romant Anna Sewell e voe gwellaet planedenn ar c'hezeg e Bro-Saoz.
Ur skouerenn eus embannadur kentañ al levr a voe gwerzhet e ti Christie's e Londrez e miz Mezheven 2006 evit 33 000 £
-
Golo 1877
-
Skouerenn Christie's