Bloavezh ar C'hwec'h Impalaer
Bloavezh ar C'hwec'h Impalaer a reer eus ar bloaz 238 en Impalaeriezh roman.
Istor
kemmañE deroù 238 e oa Maximinus Thrax an impalaer hag o ren abaoe 235. Hervez mammennoù zo e oa un tirant kriz hag e Genver 238 e voe emsavadeg en proviñs roman Africa.
Un toullad uhelidi yaouank a vuntras tailhanter impalaerel Afrika hag a c'houlennas digant ar gouarnour, Gordianus Iañ, 80 vloaz dezhañ, embann e kemerje ar garg a impalaer. Hennezh a sentas enep dezhañ hag a gemeras e vab gantañ evel kenimpalaer. An eil hag egile a voe anavezet evel impalaerien gant Sened Roma.