Blueberry Hill (kan)

Ur pennad Blueberry Hill zo ivez.

Blueberry Hill zo ur ganaouenn saoznek savet e 1940 gant Vincent Rose, Al Lewis ha Larry Stock, ha deuet da vezañ brudet bras e 1956 gant ar c'haner stadunanat Fats Domino.

E 1940

kemmañ

E 1940 e voe sonenrollet 6 gwech.

  • D'an 31 a viz Mae e voe embannet gant Victor Records ur bladenn gant Sammy Kaye Orchestra ma kane Tommy Ryan (katalog #26643, ha "Maybe" en tu all; matrix #51050[1]).
  • D'an 3 a viz Mezheven e voe embannet doare Gene Krupa gant OKeh Records (#5672)
  • D'an 20 a viz Mezheven e voe embannet pladenn ar ganerez Mary Small gant ar memes kompagnunezh (OKeh Records #5678), eilet gant laz-seniñ Nat Brandwynne,
  • Sonenrolladurioù all zo bet e 1940 gant: The Glenn Miller Orchestra, e ti Bluebird Records (10768), Kay Kyser, Russ Morgan, Gene Autry (er film The Singing Hill e 1941), Connee Boswell, ha Jimmy Dorsey.

Doare The Glenn Miller Orchestra a reas berzh dreist ar re all, pa dizhas bout #1.

Un toullad kanerien

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. BLUEBIRD numerical listings 10500 - 11000. 78discography.com. Kavet : 7 October 2011.
  2. Bruce Cockburn Songs Retrieved April 11, 2012.