Bodadeg veur ar Broadoù Unanet

Bodadeg veur ar Broadoù Unanet zo unan eus ar c'hwec'h strollad pennañ en Aozadur ar Broadoù Unanet. Pal ar Vodadeg veur eo divizout, sevel ar framm oberiañ, ha komz en anv an holl. Emañ bremañ gant ar 78vet dalc'h ; ar galloudoù, an izili, an doareoù d'ober hag ar prosezadur a zo diazezet war ar Chabistr IV e Karta ar Broadoù Unanet. Bodadeg veur ar Broadoù Unanet a ra war-dro ar voujedenn, choaz an izili berrbad da vezañ degemeret er C'huzul Surentez, envel Sekretour Meur an ABU, studiañ dezrevelloù a-berzh lodennoù all eus an aozadur. Ouzhpenn-se e c'hell degas kuzulioù dre he mennadoù.

Bodadeg veur ar Broadoù Unanet
international parliament, principal organ of the United Nations
Rann eusUnited Nations System, Aozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Deiziad krouiñ1945 Kemmañ
Anv er yezh a orinUnited Nations General Assembly Kemmañ
Anv berrUNGA, AGNU, AGNU, GS ZN Kemmañ
Den e penn an aozadurPresident of the United Nations General Assembly Kemmañ
PrezidantCsaba Kőrösi Kemmañ
A dalv evit tiriadAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Aozadur mammAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
IsaozadurUNICEF, United Nations Development Programme, United Nations System Staff College, United Nations Commission on International Trade Law, United Nations Conference on Trade and Development Kemmañ
Sez sokialHeadquarters of the United Nations Kemmañ
Foundational textCharter of the United Nations Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://un.org/ga Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://media.un.org/en/search/categories/meetings-events/general-assembly Kemmañ
Rummad tostCategory:United Nations General Assembly elections Kemmañ

Evit dont a-benn da dizhout an holl balioù-se e c'hell sevel skourroù pe is-strolladoù evit reiñ sikour pe respont spisoc'h da gefridioù hervez ar respet. Bodadeg veur ar Broadoù Unanet eo lodenn nemeti an ABU ma vez an holl stadoù izili war ar memes live a ingalded.

Kentañ emvod Bodadeg veur ar Broadoù Unanet a oa bet dalc'het d'an 10 a viz Genver 1946 er Methodist Central Hall e Westminster, e Londrez. En holl e oa bet dileuridi eus 51 Stad o kemer perzh.

Liammoù diavaez

kemmañ