Lenn Konstanz
(Adkaset eus Bodensee)
Lenn Konstanz (Bodensee en alamaneg) eo an trede lenn vrasañ e Kreiz Europa goude Lenn Geneva ha Lenn Balaton.
En-dro dezhi emañ ar broioù-mañ : Alamagn (länder Bavaria ha Baden-Württemberg), Suis (Kanton Sankt-Gallen ha kanton Thurgau), hag Aostria (stad kevredet Vorarlberg).
Lenn Konstanz Bodensee | |
---|---|
Broioù : | Alamagn Suis Aostria |
Rannvroioù : | Kreiz Europa |
Gorread : | 536 km² |
Donder brasañ : | 254 m |
Hed ar ribloù : | 274 km • Alamagn : 173 km • Suis : 72 km • Aostria : 28 km |
Adstêr(ioù): | Roen Bregenzer Ach Argen Radolfzeller Aach Steinach Schussen Goldach Dornbirner Ach |
Diazad doureier : | 11 500 km² |
Kêrioù pennañ war ribl al lenn : |
• Konstanz • Friedrichshafen • Lindau • Bregenz • Rorschach • Kreuzlingen |
Inizi
kemmañDek enezenn zo el lenn, ouzhpenn 2 000 m2 dindano.
- Enez Reichenau eo ar vrasañ, stag ouzh kumun Reichenau, warni un abati gozh hag a zo bet lakaet war roll ar Glad Bedel gant an UNESCO. Brudet eo he frouezh ha legumaj;
- Enez Lindau, er reter d'al lenn, eo an eil vrasañ.
- Enez Mainau eo an trede, perc'hennet gant an tiegezh Bernadotte, warni liorzhoù ha tier-gwer, ha parkoù loened;
- Div enezenn all (Triboldingerbohl, 13 ha, ha Mittler oder Langbohl, 3 ha) n'int ket digor d'ar foran.