Bogna Korjenkowa
Bogna Korjenkowa (stumm alamanek Bogna Koreng) ganet e 1965 e Radwor (alam. Radibor) e-kichen Budyšin (alam. Bautzen) a zo ur gelaouennerez sorabek. Goude bezañ studiet an alamaneg e kavas labour gant ar skinwel e Budyšin er bloavezh 1992. Abaoe 2003 emañ e karg eus an abadennoù e sorabeg. E Panschwitz-Kuckau emañ o chom gant he familh.
An trede plas a yeas ganti e Gouel Etrebroadel Radio ha Skinwel ar Minorelezhioù Broadel e 2003. Roet e voe ar priz dezhi en Oujhorod en Ukraina.