Bohechío a oa ar c'hoshañ eus ar pemp penntiern (cacique e spagnoleg) a rene en enez La Española er bloavezhioù 1490. Gouarn a rae bro (cacicazgo e spagnoleg) Xaragua, hiriv en kreisteiz Haiti. Breur e oa d'ar briñsez Anacaona, ha pa varvas Bohechio war-dro 1502, eo e c'hoar a renas en e lec'h en Xaragua.

Bohechío a skoazellas e vreur-kaer Caonabo da arsailhat kreñvlec'h La Navidad, savet e 1492-1493 gant Kristof Koulm, e broMarién (cacicazgo all), ma rene Guacanagarix.

Darempredoù mat en doe Bohechío gant Bartolomé Koulm, breur Kristof Koulm, hag e-kerzh e ren eo e c'hoarvezas emsavadenn Francisco Roldán, war-dro 1496-1497.

Xaragua, en enez La Española, e 1492.

Levrlennadur

kemmañ
  • Vega i Pagán, Ernesto (1993). Presidencia de la República de Venezuela, ed. El Almirante: la extraordinaria saga de Cristóbal Colón (ilustrada edición). p. 564. ISBN 9789800107362.