Cacique zo ur ger spagnolek, tremenet e portugaleg ivez, deuet eus ar ger arawakek *cakchiqueles, anv roueed pobloù arawakek ar Mor Karib, an Arawaked.[1] ,[2]
Kasik eo ar stumm brezhonek, kasikez evit ur rouanez.

Cangapol, cacique ar bobl tehuelche, en XVIIIvet kantved.

Ar ger-se a veze implijet gant ar Spagnoled adal deroù an trevadenniñ evit ober anv eus ne vern peseurt tiern pe briñs amerindian. Dre lezenn zoken e tifenne rouaned Spagn ober an anv a roue eus hini ebet eus renerien an Amerindianed.

  • Un diell ofisiel eus ar 26 a viz C'hwevrer 1538 a erbede ober gant ar ger cacique eus renerien an Amerindianed, ar pezh a lakae war ar memes renk pennoù ar meuriadoù bihan hag ar rouaned ha diskennidi eus an impalaerien rakspagnol. Ar ger señor ("aotrou") a oa arabat ober outo.
"...así convenía a nuestro servicio y preeminencia Real y mandamos a los virreyes y Audiencias que no lo consientan ni permitan y solamente pueden llamarse caciques y principales".|col2= " ... així convenia al nostre servei i preeminència Reial i manem als virreis i Audiències que no ho consentin ni permetin i només es poden anomenar cacics i principals". Reial Cèdula de 1538 [3]
  • Un toullad kasiked a voe lakaet d'ar marv da vare an aloubadeg spagnol met padout a reas ar gasikelezh amerindian e-pad kanvedoù c'hoazh. Roudoù anezhi a chom c'hoazh, petra bennak ma vez implijet ar ger líder (eus ar ger saoznek leader) muioc'h bremañ da envel ar pennoù ar pobloù amerindia. Gwir eo e seblant diaes da gompren ar garg-se da Europeiz. Ne oa ken bras-se pouez ar gasiked e-touez an holl bobloù, hervez youl ar bodadoù pobl, evel en hon breujoù-ni, e oa brasoc'h pe bihanoc'h.
"... muchas naciones y gentes de indios no sufren reyes ni señores absolutos, sino viven en behetría (...) comunidades, donde se gobiernan por consejo de muchos".|Joseph de Acosta[4]
  • An istorour Charles C. Mann a zo savet a-enep implij an anv cacique en lec'h roue, petra bennak ma veze implijet evit ober anv eus barbared evel an Huned hag ar Franked[5].

Sterioù all

kemmañ

Gant an amzer ez eus deuet sterioù arall d'ar ger cacique er broioù spagnolek :[1]

  1. Penn ur gumuniezh Indianed ;
  2. Den hag a zrougimplij e c'halloud war ur strollad tud ;
  3. Den hag en deus re a levezon bolitikel war ur gumuniezh ;
  4. (dre astenn, poblel) Gwreg ar c'hasik.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (es) Real Academia Española
  2. (es) Etimilogias
  3. Recopilació de Lleis d'Índies, llibre XV, títol 7, llei 5; meneget e # 1 Gudrun Lenkersdorf;Cacics o concejos: dues concepcions de govern, Revista Chiapas, 11, 2001.
  4. Joseph de Acosta, Historia natural y moral de las Indias, 2ª edición de Edmundo O’Gorman, FCE, México, 1985.
  5. (en) Charles C. Mann, 1491: New Revelations of the Americas Before Columbus, Vintage, 2005 (ISBN 978-1-4000-3205-1)