Bombezadenn Tokyo (10 a viz Meurzh 1945)

En nozvezh etre an 9 hag an 10 a viz Meurzh 1945, an United States Army Air Forces (USAAF) en doa bombezet kêr-benn Japan Tokyo gant bombezennoù tan. An dagadenn-se zo anvet Operation Meetinghouse gant an USAAF ha lesanvet Great Tokyo Air Raid e Japan.

Devadenn Tokyo, 10 a viz Meurzh 1945

Bombezennoù tan a oa bet bannet gant 279 karr-nij bombezer ponner Boeing B-29 Superfortress, ha darn eus reter Tokyo a oa bet distrujet. Tabut bras zo c'hoazh diwar-benn fallagriezh an dagadenn war drevourien nemetken. E-tro 90 000 betek 100 000 a dud lazhet, e-tro 1 milion hep lojeiz, 267 171 savadur distrujet. Ar gwashañ bombezadenn e oa bet en un taol eus an Eil brezel-bed. Difennoù aer Japan a oa tost didalvoud, 14 karr-nij stadunanat a oa bet distrujet ha 96 bourzhiad a oa marvet.

An dagadenn war Tokyo a oa ur bazenn nevez a-fed bombezadurioù Japan a oa kroget e miz Even 1944. A-raok bombezadenn Tokyo, an USAAF a oa bet o klask bombeziñ greanterezh an impalaeriezh met en aner. Pennoù bras an USAAF a oa kemmet o soñj a-benn neuze ha soñjet e oa bet ganto tagañ nerzh kalon Japaniz dre bombeziñ kêrioù trevour. Ar c'hentañ gwech ma oa bet taget Tokyo kêr-benn an Impaleriezh a oa bet e-doug an Doolittle Raid stadunanat d'an 18 a viz Ebrel 1942. Nebeut a zistruj a oa bet hag un oberiadur arouezel e oa bet dreist-holl.

Maouez lazhet gant he bugel war he c'hein.

Istor studiadenn an darvoud

kemmañ

Goude ar vombezadeg, d'an 18 a viz Meurzh, an impalaer Hirohito en doa gweladennet an distrujoù. An istorourien n'int ket a-du war an disoc'h a-fed spered an dud: evit lod evel F.J. Bradley ez eo sklaer e oa bet sabatuet an impalaer ha kendrec'het e oa kollet ar brezel. Hervez lod all evel Barret Tillman e oa chomet diefed warnañ.