Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù mongourek eo ar bonaneg (bonan diwar ar bonaneg [bɵ:ŋɑn] pe bao'an diwar ar sinaeg: 保安, pinyin: bǎoān), komzet gant tro-dro da 12 000 den e Proviñs Qinghai, e mervent Proviñs Gansu hag e rannvro emren Ningxia. Kavet e vez Toued a ra gant ar bonaneg e Tongren e Proviñs Qinghai e Sina (1990).

N'eus kensonerezh vogalennek ebet.

Div rannyezh pennañ ez eus, disheñvel a-walc'h an eil diouzh eben:

  • Djicheushaneg (jishishan pe dahejia): bet levezonet-don gant ar sinaeg
    • 'Ganhetaneg' (ganhetan)
    • 'Dadouneg' (dadun)
  • Tounyeneg' (tongren pe tungyen): bet levezonet-don gant an tibeteg
    • 'Niendouhoueg' (nianduhu)
    • 'Guomarieg' (guomari)
    • 'Gadjiourieg' (gajiuri)
    • 'Bonaneg izelañ' (lower bao'an)

Peurliesañ e vez implijet ar sinaeg evel yezh dre skrid.


Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.