Bonreizh Berlin
Bonreizh Berlin an 23 a viz Du 1995 (alamaneg : Verfassung von Berlin vom 23. November 1995, VvB) eo bonreizh Land Berlin. Degemeret e oa bet d'an 8 a viz Even 1995 gant kannaded Berlin, peurwiriekaet dre referendom d'an 22 a viz Here ha lakaet da dalvezout d'an 23 a viz Du. Ar vonreizh kent a oa bet degemeret d'ar 1añ a viz Gwengolo 1950 ha daoust ma oa sañset talvezout evit ar gêr a-bezh ne dalvezas e gwironez nemet evit Berlin ar C'hornôg betek unvanidigezh ar vro. 101 mennad a ya d'ober ar vonreizh, ha kemmet e voe 9 gwech betek 2006.
Framm
kemmañ- I. Diazezoù
- II. Gwirioù diazez, palioù ar Stad
- III. Kannaderezh ar bobl
- IV. Ar gouarnamant
- V. Ar galloud lezenniñ
- VI. Ar merañ
- VII. Ar veli
- VIII. An argant
- IX. Erbedoù da c'hortoz ha re ziwezhañ
Bodadoù
kemmañLiamm diavaez
kemmañPorched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |