Borduria
Bordûria Bro ijinet e troioù-kaer Tintin

Banniel Borduria
Ger-stur broadel : Amaïh Plekszy-Gladz!
Yezh ofisiel bordureg
Kêrbenn Szohôd
Gouarnamant diktatouriezh (faskour ha komunour goude)
E penn ar Stad hag e penn ar gouarnamant Plekszy-Gladz (diktatour)
Arouez broadel mourroù

Borduria a zo ur vro eus Europa ar reter ijinet gant Hergé, ha meneget e troioù-kaer Tintin. A-viskoazh ez eus bet bec'h etre Borduria hag ar vro amezek, Sildavia hec'h anv. Szohôd eo kêrbenn Borduria.

 
Banniel Borduria faskour

Etre 1195 ha 1275 e voe aloubet Sildavia gant Borduria. Skarzhet e voe ar Vorduriz gant ar baron Almaszout. Abaoe ar mare-se e sav bec'h alies etre an div vro. En albom Bazh-roue Ottokar ez eo kontet penaos e klask Borduria didronañ roue Sildavia.

Daoust ma n'eo ket embannet splann e c'haller soñjal e teu Borduria da vezañ ur vro gomunour goude an Eil Brezel-bed. En Afer Klaskato e weler ez eo ur vro ma vez meulet an diktatour, ha ma vez ambrouget an douristed o tont eus ar c'hornôg gant sturierien a zo poliserien e gwirionez. Met an doare ma salud soudared Borduria (Amaïh Pleksy-Gladz) a laka da soñjal e Heil Hitler!, marteze ez eo neuze Borduria ur flemmskeudenn eus an diktatouriezhioù dre vras.

Broioù ijinet

kemmañ

E miz Ebrel 2010 e voe embannet ur gartenn eus Europa gant ar magazin breizhveuriat the Economist, ma weler Borduria ha Sildavia[1].

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ